Breizh oc’h adsevel !

Mis en avant

Setu dihunet Breizh gant emsavioù ar beizanted, embregerourien hag implijidi an drañsportioù, renkadoù lieseurt ar vro unanet enep an ekotaos. Setu ma weler aze n’eo ket dre stourm ar renkadoù e vo gounezet he dishualded gant ho pro, dre genlabour ar renkadoù enep dalc’h Breizh ouzh Frañs, he sujidigezh d’ar Republik brein ha d’ar bolitikourien ken brein all ne lâromp, ket.

Holl vretoned da Gemper, disadorn 2 a viz Du ! Breizh d’ar Vretoned ! Image

BREIZH EUROPA, FALTAZI HA NETRA

Ur strollad nevez a zo bet savet war dachenn an Emsav sañset : Breizh Europa ec’h anv. Nevez ? Ar re a zo e penn ar gevredigezh-se a zo bet emellet pe e-barzh ar Modem pe e-barzh ar Strollad Breizh. Breizhek ? Den ebet e-touez ar re a zo e penn evit drailhañ ur frazenn e brezhoneg. Renerion Breizh Europa a zisklêr e vezont evit stourmañ sklaer ha didruez enep an tu-dehoù pellañ : aze eo ret kompren ar pezh am eus komprenet, da lâret eo mont enep Breizh Yaouank hag Adsav. Emrenourien a vez eus emellidi Breizh Europa, sañset. An UDB en em ziskouezh evit an emren ivez, hag evit liammañ gant ar re c’hlas eus Bro-C’hall. Dres evel Breizh Europa. Perak sevel ur strollad nevez neuze ? Perak sevel ur strollad a vez hevelep soñjoù gantañ hag an UDB ? Ne c’helle ket an UDB profañ kargoù eil-maer da bep hini… Setu. Setu ma lâr c’hoazh Caroline Ollivro ha Frank Darcel a vo emglevet gant an UDB.

Mankout a rae deomp ur strollad evel Breizh Europa !

An Hevoud

An Hevoud a vez en e bal emvodañ ar vretoned a youl-vat a-benn prederiañ war bep tachenn a sell ouzh hor bro.

Breizh a zo ur vroad, perzhioù dibar dezhi, evel ma c’haver e pep broad. Evit bezañ diwallet e vez ret d’ur vroad sevel ur Stad ar c’harg dezhi derc’hel ene ar ouenn.

Labour a reomp evit ar Stad-se a vez anezhi dijà e pep breton emskiant.

Dibabet hon eus arouez an hevoud evit hor c’hevredigezh, an hevoud a zo arouez ar c’hempouez mat hag an doujañs evit urzh naturel ar bed.