BREIZH EUROPA, FALTAZI HA NETRA

Ur strollad nevez a zo bet savet war dachenn an Emsav sañset : Breizh Europa ec’h anv. Nevez ? Ar re a zo e penn ar gevredigezh-se a zo bet emellet pe e-barzh ar Modem pe e-barzh ar Strollad Breizh. Breizhek ? Den ebet e-touez ar re a zo e penn evit drailhañ ur frazenn e brezhoneg. Renerion Breizh Europa a zisklêr e vezont evit stourmañ sklaer ha didruez enep an tu-dehoù pellañ : aze eo ret kompren ar pezh am eus komprenet, da lâret eo mont enep Breizh Yaouank hag Adsav. Emrenourien a vez eus emellidi Breizh Europa, sañset. An UDB en em ziskouezh evit an emren ivez, hag evit liammañ gant ar re c’hlas eus Bro-C’hall. Dres evel Breizh Europa. Perak sevel ur strollad nevez neuze ? Perak sevel ur strollad a vez hevelep soñjoù gantañ hag an UDB ? Ne c’helle ket an UDB profañ kargoù eil-maer da bep hini… Setu. Setu ma lâr c’hoazh Caroline Ollivro ha Frank Darcel a vo emglevet gant an UDB.

Mankout a rae deomp ur strollad evel Breizh Europa !

Laisser un commentaire